Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
71
AN DAOU GILHOG-RADEN

— « Job a oa ganin, ha gounezet en deus ivez eizh pe nav real. »

— « N’on ket nec’het gant ho koll pe ho kounidigezh. Lavarit din ’ta : daoust ha klevet hoc’h eus un trouz bennak e Kervetouz, en noz-mañ ?

— « Ya, un trouz spontus. »

— « Petra ’sinifi an trouz-se ? »

— « Feiz ! n’ouzon ket ; biskoazh em buhez n’em eus klevet ur seurt trouz. Me ’bari eo labous an Ankoù ! e-biou da Gervetouz eo tremenet, hag ac’hano en deus nijet war-du Karreg-al-Louarn. Ma n’eo ket aet da gerc’hat ar voereb kozh ? »

— « E c’hallfe bezañ, Lom. »

Ha c’hoar Lom a chomas ur pennad da soñjal e labous an Ankoù.

Lom a lezas anezhi gant he soñjezonoù hag a gemeras hent ar waremm, hep lavarout da belec’h edo o vont.

En e waremm, gourvezet er foz dindan ar raden hir, Job a c’hortoze, gant e falz nevez c’houlazhet en e gichen. An hent a oa tost. Selaou a rae.

— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »

Gortoz a reas ur pennadig mat. Unnek eur a oa gant an heol, un den a oa o vale en hent ;