Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/70

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
69
AN DAOU GILHOG-RADEN

— « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

— « Ker spontus-se e oa an trouz ? »

— « Spontusoc’h eget ne lavaran deoc’h. Pignet e oan d’ho kambr. »

— « Ha bet oc’h e-barzh ?

— « N’on ket, peogwir n’hoc’h eus ket respontet ac’hanon. »

— « Gwir eo, me a gousk ker mat, er mareoù-mañ ! Ne vefen ket dihunet gant ar bed-holl o tisac’hañ warnon. »

— Gwell a se ! va mab, gwell a se ! d’hoc’h oad, ne raen eveldoc’h nemet ur c’housk, e-pad an noz. »

Job a yeas da labourat. Ne oa ket gwall domm an amzer ; Job, avat, e tivere ur c’hwezenn gaer ouzh e dal, hag ar c’housked a chome e korn e lagad.

E ti Lom, avat, ne oa ket heñvel an traoù.

— « Lom, dihunet oc’h ?

Lom ne responte ket.

— « Lom, dihunañ a rit ? »

Lom ne responte ket muioc’h.

— « Lom, dihunañ a rit, pelloc’h ? »

— « Heu ? »

— « N’eo ket heu eo, nemet dek eur hanter. Ur vezh eo d’ur paotr yaouank chom ken diwezhat en e wele. Bremaik e teuio ar re all d’o lein ; ha c’hwi n’emañ ket en ho soñj sevel ? »

— « Eo. »