Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/60

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
59
LITANIOÙ AN DIAOUL

roe deoc’h e baeamant, hep derc’hel ar gwenneg evitañ e-unan. Pa gave en e voued un tamm bara re galet, e tegase anezhañ en-dro da Garreg-al-Louarn, rak ma oa re galet evit e c’henou dizant, e veze blot ha saourus evit beg lemm ar yar gozh. »

An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus dioueret odivi ha butun karot. »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi a gafete bemdez hoc’h-unan en ho ti. »

An eil diaoul. — « Ha c’hwi a zispigne, gant ur bern butun da lakaat en ho fri. »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi a zoug brozh voulouzet. »

An eil diaoul. — « Ha dantelez war ho prozh a zindan. »

An diaoul kentañ. — « Hag ur re votoù ler gwerniset hoc’h eus war gorre an armel. »

An eil diaoul. — « Herri ne veze aotreet ganeoc’h da lakaat plouz en e voutoù nemet ur wech er miz. »

An eil diaoul. — « Ha c’hoazh ne lakae nemet div pe deir blouzenn hanter. »

An diaoul kentañ. — « C’hwi a rae dezhañ chom er gêr d’ar sul, gant aon en dije uzet tachoù e votoù. »

An eil diaoul. — « Ha, c’hoazh, e votoù sul ne oant ket div barez ; evit an troad kleiz e oant bet graet o div. »

An diaoul kentañ. — « Ne oa ket evit bale gant an div votez-se ; ha c’hwi a c’hoarzhe pa veze lavaret dezhañ : Herri kamm. »