An eil diaoul. — « Koulskoude ho poa prometet dirak an Aot… »
— « Boulc’hurun !… eme an diaoul kentañ, arabat lavarout amañ anv an Aotrou Doue. »
— « Disoñjet am boa, eme an hini all. Me a daolo evezh ; kendalc’homp ! »
Kenderc’hel a rejont. Ar voereb n’he doa klevet netra, evel just, rak a vouezh izel, o doa komzet etrezo.
An diaoul kentañ. — « Herri en deus gouzañvet ur verzherinti war an douar. »
An eil diaoul. — « Ur verzherinti en e gorf, ur verzherinti en e spered. »
O daou asambles. — « C’hwi a zo kaoz mar deo aet Herri d’en em veuziñ. »
An diaoul kentañ. — « Herri, avat, a c’hortoz ac’hanoc’h er bed all. N’hoc’h eus ket pell da vont ken. »
An eil diaoul. — « Ar gaouenn a zo tostaet. »
An diaoul kentañ. — « Tostaat a ra buan ; pa vo deuet el liorzh, neuze e vo sonet evidoc’h an eur diwezhañ. »
Ar voereb Mari ne lavare grik ebet. Astennet
e oa war he gwele, hanter vev, hanter varv.