Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/59

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
58
AN TI SATANAZET

An eil diaoul. — « Ha c’hwi ken tost d’an iliz ! »

An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi ken tost d’an hent bras ! »

An eil diaoul. — « N’oc’h ket bet ur wreg vat. »

An diaoul kentañ. — « Ur wreg fall oc’h bet. ».

An eil diaoul. — « Falloc’h ne vez ket kavet. »

An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus bet da c’houzañv sec’hed ha naon. »

An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. »

An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »

An eil diaoul. — « Mintin mat e save evit mont da Bont-Koblant da labourat. »

An diaoul kentañ. — « Ha morse ne veze leuniet dezhañ e bod. »

An eil diaoul. — « Pe, pa veze leun ar pod, e veze goular ar soubenn. »

An diaoul kentañ. — « Pe ur bern holen enni gant aon aozañ dezhañ ur wech bennak ur banne soubenn vat. »

An eil diaoul. — « Toull e veze lezet e valetenn, ha toull e c’hodelloù gant aon en dije kemeret ur gwenneg eus an armel. »

An diaoul kentañ. — « Ha pa golle un dra bennak dre doulloù ar godelloù, e veze sarmon er gêr, betek hanternoz, e-pad teir sizhun. »

An eil diaoul. — « Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi. Bep sadorn, e