Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/48

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
47
TENZOR BURZHUDUS BEG-AR-C'HRANEG

Job. — « Ur bern aour melen. »

Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »

Job. — « Moereb, prest oc’h da gousket ? »

Ar voereb. — « N’on ket. »

Lom. — « Kouskit ! kouskit ! »

Ar voereb. — « Kendalc’hit ! »

Job. — « Gant an istor ? »

Ar voereb. — « Istor an teñzor. »

Job ha Lom a chomas berr. Ne ouient ket hiroc’h eus istor an teñzor. Klask a rejont un dra bennak da lavarout : emichañs e teuio ar voereb da gousket.

Job. — « Un teñzor da zegas avi d’ar roue. »

Lom a chomas berr adarre.

Ar voereb a c’houlennas :

…« Ha goude ? »

Job. — « Un teñzor ha n’en deus ket e bar. »

Lom. — « War an douar. »

Job. — « Ha n’eus ket par dezhañ. »

Lom. — « War an douar-mañ. »

Job. — « Ret e vefe dic’harzhañ. »

Lom. — « Ret e vefe toullañ. »

Job. — « Ha ma vefe kavet… »

Lom. — « Lotei a vefe brudet. »

Job. — « Moereb, kousket oc’h pelloc’h ? »

Ar voereb. — « N’on ket, a lavaran deoc’h. »

Job ha Lom a oa gwall nec’het : ar voereb ne gouske ket.

— « Ha goude ? » eme ar voereb.

— « Goude ? Goude ? eme Job, goude n’eus netra ebet ken. Fin ’zo d’an istor ; echu tout. Goude emañ Satanaz e goueled ar puñs, Satanaz