Klevit eta an daou baotr yaouank kozh o tibunañ istor an teñzor evit gallout lakaat o c’hrabanoù war an teñzor all, kuzhet, hennezh, en armel.
Job. — « E Beg-ar-C’hraneg ez eus un teñzor bras. »
Lom. — « Un teñzor ha n’eo ket bet kavet c’hoazh ».
Job. — « Ar c’hastell a zo bet dismantret. »
Lom. — « An teñzor a zo chomet kuzhet. »
Job. — « Er c’hastell e oa priñsed gwechall. »
Lom. — « Ha bremañ emaint er bed all. »
Job. — « Ur puñs a bemp kant troatad. »
Lom. — « Ur puñs a bemp mil meutad. »
Job. — « Ur puñs don ha leun a zour. »
Lom. — « Furchadeg bloaz evit kant den dilabour. »
Job. — « Moereb, c’hoant kousket hoc’h eus ? »
Ar voereb. — « N’em eus ket c’hoazh, va niz. »
Job. — « E goueled ar puñs ez eus un teñzor burzhudus. »
Lom. — « An hini a gavfe anezhañ a vefe eürus.
Job. — « Arc’hant gwenn. »
Lom. — « Aour melen. »
Job. — « Ha kalz traoù all ouzhpenn. »
Lom. — « Kousket oc’h, moereb ? »
Ar voereb. — « N’on ket c’hoazh, va niz. »
Job. — « Arc’hant lugernus. »
Lom. — « Aour skedus. »
Job. — « Un teñzor burzhudus. »
Lom. — « Brasoc’h eget hini Kresus. »