Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
45
TENZOR BURZHUDUS BEG-AR-C'HRANEG

mantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.

Pe kavout a raio pe ne raio ket, an dra-mañ a zo un eil afer all, rak me a gont ar pezh a zo bet kontet din, ha netra ken.

Koulskoude, em eus bet, ouzhpenn ur wech, tro da c’houzout ar wirionez diwar-benn an nor-se, rak, da beder eur, goude ar skol, ez aen di da ziwall va buoc’h. Va buoc’h, avat, a oa ken laer, ma ne roe ket un tamm repoz din, hag, a-hend-all, liorzhoù Penn-Aod a oa enno avaloù ken mat, ken mat, ma oa ur blijadur c’hoari kontellig ganto. Ha teñzor hon tadoù kozh a veze lezet a gostez.

Klevit eta perak emañ istor an teñzor e c’hwec’hvet pennad an Ti Satanazet.

Job ha Lom en em gave gwall-nec’het, abalamour ma chome dihun ar voereb, en desped d’o holl bolontez vat da glask lakaat anezhi da gousket.

Hogen, klevet o doa un dra : al louzoù gwellañ evit degas ar c’housked da unan bennak e oa kontañ ha kontañ hep ehan ar memes tra, war ar memes ton.

Peseurt istor a gonto an daou zen ? Klask a reont. Kavet o deus. Gant un istor gwrac’h kozh e teuio ar voereb da vorediñ ha da gousket mat.