Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
48
AN TI SATANAZET

gant e gerniel, gant e forc’h hag e zaoulagad ruz. »

Job ha Lom a oa droug enno. N’o doa graet nemet koll amzer hag uzañ teod. Sevel a rejont evit mont d’ar gêr.

Mes n’o doa ket kollet kouraj. Dre ma raent hent, e komzent etrezo goustadik. Me a zisplego deoc’h diwezhatoc’h ar pezh o doa lavaret.

Va lennerion ger, ne gasin ket ac’hanoc’h betek goueled ar puñs, kenkas e chomfe unan bennak etre dent an diaoul mut. Hag, a-hend-all, n’eus ket ezhomm da ziskenn er puñs evit kavout Satanaz ; prestik e vo gwelet em istor, kroc’hen, eskern, hag all…