Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/40

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
39
FALZ AN DIC'HARZHER

ar vicher, hag, an taol-mañ, ne lavare ket gevier, rak labour, kalz labour a oa d’ober e Lanurgad, e ti Lom evel e ti Job, dre leziregezh ar baotred.

Betek-hen n’o deus ket kontet na Job na Lom gaou ebet er pennad-mañ. Mes klevit an dra-mañ, klevit gaou bras ar baotred, ar mell gaou a lavaren deoc’h.

Job a lavaras d’e vamm ha Lom d’e c’hoarezed :

— « Ar voereb a zo skuizh-kenañ he fenn, ha ne fell ket dezhi bezañ direnket gant den. C’hoant he deus da chom hec’h-unan, hec’h-unan. Klevout gwigour an nor o tigeriñ, o serriñ, an dud o vale war al leur-di pe o kaozeal en he c’hichen a zo ur verzherinti eviti. Hag aes eo kompren. Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor. »

— « A ! feiz ! » a lavaras ar merc’hed gant ur figur tagnous, « ma emañ evel-se ar jeu, mat pell ’zo ! »

— « Ha c’hwi, Job, petra emaoc’h o soñj ober, an abardaez-mañ ? »

— « O mamm, n’eo ket al labour eo a vank. Kleuzioù ar park bras a zo da zic’harzhañ.

— « Ha c’hwi, Lom, petra emaoc’h o soñj ober, bremaik ? »

— « Ar pezh am eus graet ar mintin-mañ », eme Lom d’e c’hoarezed : « dic’harzhañ ha diskourrañ, hardi. »

— « Koulskoude ez eus labour ivez war-dro ar gêr. »