Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
40
AN TI SATANAZET

— « Pep hini a oar petra en deus d’ober », a respontas Lom, krenn ha kras.

Rak ne blije ket dezhañ chom da droidellat en-dro d’ar gêr. Ar pellañ ar gwellañ, pell diouzh daoulagad ar vamm, pell diouzh daoulagad ar c’hoarezed, ha den ebet e-kichen evit sellout pe emañ ar falz o tic’harzhañ hardi, evel ma lavare Lom, pe ar falz er foz, hag ar paotr o redek ar barrez.

Job eta, pa voe debret gantañ e bred, a savas diouzh taol, hag a gemeras hent ar porzh, en ur lakaat en e c’henou ur moñsad butun karot.

Lom a welas Job o tremen e-biou da brenestr e di hag a savas ivez d’e dro. Hag eñ er-maez.

Hag int da zic’harzhañ.

A-boan ma oa aet Lom d’ar park, ma lavaras Soazig, ar c’hoar yaouankañ :

— « O ! sur, Lom n’eo ket aet da zic’harzhañ, rak gwelout a ran e falz war gorre an armel. ».

Hag ar mergl he doa ruziet he barvenn, ar pezh a sinifi n’en doa ket ar benveg labouret hardi, en devezhioù-se.

Job ha Lom a zigoras ar gloued kentañ, a gemeras an hent-karr, a lammas dreist ar c’hleuz, a heulias ar wenodenn hag a zegouezhas e Karreg-al-Louarn.

— « Salud, moereb ! »

— « O ! deuet oc’h adarre, va nized ? Mil bennozh Doue deoc’h. A-douez va c’herent, ha va mignoned, n’eus nemedoc’h hag o deus priziet dont da welout ac’hanon. »