nent diganto un dra bennak, ne raent ket fout gant respontoù, rak gouzout a raent, kerkoulz ha n’eus forzh piv, n’o doa ket an daou baotr yaouank kozh o far e kanton Pleiben da livañ gevier kaer. Mes ur gaou bras o doa lavaret an daou zen, pa azezent ouzh taol, pep hini en e di.
— Bremaik, eme Job d’e vamm, ha Lom d’e c’hoarezed, on tremenet dre Garreg-al-Louarn. Ar voereb a zo war he gwele, gant ar remm. Ne ouie ket c’hoazh ar c’heloù ! Soñjit ! ne oa bet den ebet o welout anezhi ! »
— « Gouzout a rit, Job », a lavare dezhañ e vamm, « Mari Karreg-al-Louarn ma n’he deus kerent nemedomp, he deus ur vignonez gozh e Toull-ar-Broc’h. Dleet e oa d’ar vignonez-se en em zirenkañ un tammig, peogwir en em zarempredont kement. »
— « Gouzout a rit, Lom, a lavare dezhañ e c’hoarezed, Herri Karreg-al-Louarn en doa ur mignon kozh e Kervetouz ; perak n’eo ket aet ar mignon kozh-se da gas ar c’heloù trist da Vari ? Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz. Rak, mar domp ar gerent tostañ, hor c’herentiezh a zo skoulmet war ar pempvet pe ar c’hwec’hvet brank hag, ouzhpenn, Kervetouz a zo kalz tostoc’h eget Lanurgad ouzh Karreg-al-Laouarn, hag amañ n’eo ket al labour eo a vank. »
— « Nann, n’eo ket al labour eo a vank, a respontas Lom, evel un den hag a oar petra eo