Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
C’HWEC’HVET PENNAD
Falz an dic’harzher
Job ha Lom a oa degouezhet er gêr. Goulennet e voe diganto pelec’h e oant bet. N’em eus ket a soñj ken petra o doa respontet, mes, sur, o doa graet d’o c’herent ur respont faos, rak ar wirionez en o genou a oa un dra souezhus evel pempvet troad ar maout. Hag, evit lavarout ar wirionez penn-da-benn, o c’herent, ma c’houlen-