Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/37

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
36
AN TI SATANAZET

goustadikañ ma c’hellas, mes ur gwigour skiltr a zihunas krenn ar voereb.

Mari a savas war he c’hoazez.

— « Ouf ! » emezi, « n’on ket evit chom e repoz. »

— « Gwelloc’h emaoc’h, moereb ? »

— « Ya ! » emezi.

— « Kenkoulz eo deomp mont ac’han, » a silas Job e pleg skouarn Lom.

— « A ! mat eo, neuze, peogwir emaoc’h bremañ gwelloc’h. Mont a reomp bremañ da zebriñ hor merenn, ha, bremaik, e teuimp en-dro, en kas ho pefe ezhomm eus un dra bennak. »

— « Mat ! Kenavo emberr, paotred, ha bennozh Doue deoc’h ! »

Ar baotred a gemeras hent Lanurgad ; imoret-fall e oant o-daou. Job a rae da Lom gourdrouzoù ha rebechoù c’hwerv, ha Lom a responte :

— « Kre non de non ! me ’zo ur paotr digourdi… Dalc’hit evidoc’h ho rebechoù. »