Job a brennas an armel hag a lezas an alc’houez en nor.
— « Trist eo. » a huanadas ar voereb.
Daou vunud goude edo adarre moredet.
— « Serromp an nor war ar gwele ! » eme Job.
Mes kerkent ma voe fiñvet an dorioù, ar voereb a lavaras en he mored :
— « O ! aer, aer din ! »
Setu e voe lezet ar gwele digor-frank.
— « Livirit un dra bennak ’ta, Lom ! » eme Job.
Ha Lom a grogas adarre da lavarout :
— « O moereb ! O, moereb !… »
— « Peoc’h, en anv Doue ! » eme ar voereb, hep digeriñ ul lagad ; « poan-benn a rit din. »
An daou niz a chomas eta dilavar.
Ne voe trouz ebet en ti. Job a selle ouzh Lom (ha vice versa) gant daoulagad du ha leun a rebechoù.
— « C’hwi an hini a zo kaoz, genaoueg ac’hanoc’h ! »
Goude un abadennig, ar voereb a c’houlennas :
— « Aet oc’h kuit ? Ne glevan mui ho mouezh. »
— « Amañ emaomp, » emezo o-daou.
Ha Job a zeredas buan eus an armel d’ar gwele.
Job avat, a redas adarre d’an armel, goude m’en devoe kemennet da Lom pasaat ha toc’hellat e-leizh e c’hourlañchenn. Lakaat a reas e zorn war an alc’houez ; treiñ a reas anezhañ ar