— « Diot hoc’h-unan, » eme Job, prim an tamm anezhañ ; « emaoc’h aze o klask lakaat anezhi da gousket. Ho rimadell O, moereb ! O, moereb ! a zo ker sot hag hini ar Gazeg Wenn. Poent deoc’h chañch, pe foutu omp. »
Ma oa prim Job, lemm e oa ivez e spered ; dont a reas dezhañ ur soñj kaer.
— « Moereb, » emezañ, « moereb ! »
— « Hein ? Job. »
— « Ur c’hwezenn a zo war ho tal ; pelec’h ez eus ur mouchouer ma sec’hin anezhañ deoc’h ? »
Rak Job a ouie mat ne oa mouchouer ebet e godelloù an davañjer.
— « En armel, aze e kavot unan, Job… War ar stal-greiz… Ya, tomm a zo deuet din… Gortozit ’ta… ma roin deoc’h an alc’houez. »
Ar voereb a glaskas dindan ar pennwele, a dennas a-zindanañ alc’houez an armel hag a roas an alc’houez-se da Job en ur lavarout :
— « Trist, trist eo ! »
— « Ya, trist eo, » a respontas Lom. A-benn neuze, Job a furche en armel.
— « War ar stal-greiz, Job, » a lavaras ar voereb. « War-c’horre al liñserioù pleget. Erru oc’h ? »
Ne oa ket Job evit chom pelloc’h. Dont a reas gant e vouchouer. Sec’hiñ a reas gant aked tal ar voereb klañv.
— « N’hoc’h eus ket prennet dor an armel, Job… Prennit anezhi… diouzhtu. »