Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/34

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
33
EVEL E RIMADELL AR GAZEG WENN

Hag e taolas adarre he fenn a-dreñv, hag e serras he daoulagad.

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Job, gant ho tri mil ?… N’eo ket evel-se e teuimp a-benn eus hon taol. »

— « Ha ! me ’m bije karet gwelout ac’hanoc’h em plas… Nann, ne deuimp ket a-benn eus hon taol, rak n’eus alc’houez ebet war an armel, ha droug a oa aet ennon. Eürusamant em eus gwasket war va imor ; panevet se em bije, warlerc’h an tri mil gurun, brevet an armel, dor hag all. »

Kement-mañ a voe bet lavaret goustad, goustad, gant aon he dije ar voereb klevet ha komprenet an disterañ.

Mes n’he doa ket klevet ha n’he doa ket komprenet.

Job ha Lom a grafigne o fenn. Petra ober ?

Lom a gendalc’has da lavarout :

— « O, moereb !… O, moereb !… »

Job a furchas e godell an davañjer en istribilh ouzh tal ar gwele, mes ne gavas alc’houez ebet.

— « Biskoazh kemend-all ! amañ n’emañ ket an traoù en o flas, » a soñjas-eñ.

Sellout a reas ouzh ar poentennoù plantet e-tal ar gwele ouzh ar frammoù, ouzh an nor, hag e welas ne oa en istribilh ouzh ar poentennoù nemet gwiad-kevnid, stank-ha-stank.

— « C’hwi a zo diot ivez, Job, o klask un alc’houez en istribilh ouzh ur boentenn plantet war weled. Alc’houezioù an armili a vez kuzhet ouzh daoulagad an dud. »