denn ouzh Lom. Mousc’hoarzhin a rejont o-daou. En em glevout a rejont a vouezh izel ha, goude, Lom a azezas war an nev, e kostez ar gwele-kloz, hag a grogas da lavarout gant ur vouezh leun a druez hag a dristidigezh :
— « O ! moereb !… O ! moereb !… O ! moereb !… »
Job a savas war beg e dreid, a daolas ur sell war ar gwele evit gouzout pe gousket pe zihun e oa ar voereb kozh.
Serret e oa ganti he daoulagad ; klemm a rae dre he c’housk.
Soñjal a rejont o-daou : Deuet eo ar mare.
Job eta a bellaas diouzh ar gwele hag a redas d’ar penn all d’an ti. Ker skañv e oa e vale hag hini ur c’hazh pa vez da vat o logota.
Lom a gendalc’he da lavarout :
— « O, moereb !… O, moereb !… O, moereb !… » Ha lavarout a rae : O moereb ! herroc’h-herrañ dre ma dostae Job ouzh ar penn all d’an ti.
— « O tri mil !… » eme Job, pa voe degouezhet.
Ar voereb a zihunas.
— « Petra ’c’hoarvez adarre ? » emezi.
— « Netra, moereb, » a lavaras Lom.
— « Eo, klevet em eus unan bennak o pec’hiñ. »
Job a oa tostaet.
— « Me an hini oa, moereb, » emezañ ; « me a oa o lavarout, hep soñjal edoc’h kousket : o tri mil malchañs !… »
— « A ! a ! a ! malchañs !… malchañs !… » a hopas ar voereb. « Disoñjet em boa. Herri… Herri… a zo… beuzet !… malchañs !… »