Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/132

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
131
D’AR GWENER C’HOARZHADEG…

Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas.

Ar baotred a sellas ouzh Herri ; alvaonet e oant ha spontet d’o zro. Lom a lezas ar skourjez da gouezhañ, Job a ziskrogas diouzh lost ar pemoc’h.

Penaos ? Herri o tont en-dro ? Savet a varv da vev ? Pebezh burzhud ! !

— « Penaos, n’oc’h ket marv ? » a c’houlennas Lom.

— « Marv ? marv ? me marv ? Biskoazh kemend-all ! ! ! » eme Herri.

Ha neuze, gant an taol botez o doa resevet el lec’h a lavaran deoc’h, Job ha Lom a welas mat ne oa ket o eontr o sevel a varv da vev, mes, e gwirionez, un den evel an holl dud vev, kig hag eskern, penn-kil-ha-troad. Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.

Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit :

— « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al lerenn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ. Hag e krede dezho e oan-me beuzet !… Hag int o-daou, amañ d’an eur-mañ eus an noz ! O ! sur, int deuet da lazhañ ar yer ha da laerezh ar pemoc’h. »

Herri a yeas d’an ti.