chenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz. Ar yer, ar c’hilhog hag ar bolezig vihan a zihunas trumm hag a nijas spontet, betek toenn ar c’hraou ; ar pluñv a nijas kemend-all. Ar c’hilhog a zrailhas ur c’hokoriko war bazenn uhelañ ar skeul, hag ar yar a oa bet darbet dezhi dozviñ he vi diwezhañ.
Ar pemoc’h a reas houc’h ! houc’h ! pa begas Job en e lost.
A ! va Doue ! na pebezh cholori er c’hraou, d’ar mare-se eus an noz ! Ur reuz a oa eno da spontañ ar gristenion.
Ar yer a gokorikoe ar pezh ma c’hellent, ar pemoc’h a wic’he muioc’h c’hoazh, aon gantañ gwelout e lost o vont gant an diaoul.
— « Sach ’ta ! Job. »
— « Bec’h d’ar yer ! Lom. »
Ar c’hilhog, ar yar, ar bolezig, ar pemoc’h a gavas dezho, me ’zo sur, e oa satanazet ar glud hag ar c’hel.
Job a c’hoarzhe :
— « Bec’h d’ar yer ! »
Lom a c’hoarzhe :
— « Sach war e lost ! Job. »
Paour kaezh yer !
Paour kaezh pemoc’h !
Paour kaezh Job ivez ha paour kaezh Lom !
Rak, dor ar c’hraou a zigoras, hag un den, Herri Karreg-al-Louarn, a zeuas en diabarzh. An den a lavaras !
— « Hola ! paotred, petra ’c’hoarvez ? »
Petra c’hoarvezas ?