Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/133

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
132
AN TI SATANAZET

— « Mari !… Mari !… »

Mari ebet ne respontas.

Ne oa Mari ebet en ti. Aet e oa da gousket da di he mignonez, da Gervetouz. Hag evel-se, Job ha Lom a satanaze an ti, en noz-se, evit netra.

Herri ne gomprene berad ebet er pezh a c’hoarveze.

Neuze e teuas keuz dezhañ da vezañ chomet da sistra e-pad eizh devezh.

— « Pelec’h eta e oa bet ? »

— « E Gwezeg, e Pleiben, e Lennon hag er C’hastell-Nevez. »

Ha bremañ en ur zont d’ar gêr, e kave re a dud en e graou, ha re nebeut en e di !…

War hent Lanurgad, Job ha Lom a oa nec’het ken na oant. An eil a lavare d’egile :

— « Brav emaomp ganti ! Lom. »

— « Domaj eo, Job, n’eo ket beuzet Herri. »

— « Ha pa vo gouezet hon istor ! ! A ! ar marichal a vo bremañ hir e deod ! »

— « C’hwi an hini a zo kaoz, Lom. »

— « C’hwi an hini eo, Job. »

Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a gleiz ha Lom a gamme a zehou. Mil mizer o doa bale.

Hini ebet anezho ne savas an deiz war-lerc’h. Klañv e oant o-daou. D’an dud a c’houlenne