Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/118

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
117
BODADEG VRAS E LANDREMEL…

ma n’omp ket evit mont tre betek an ti ? » a lavaras ar merc’hed all.

Ar baotred a lavaras :

— « Ni a chomo evit mont da sikour ar marichal, kenkas ma vo ezhomm. »

Ar marichal en doa keuz da vezañ bet re hir e fri. Ne fiche ket.

— « Alo ! marichal, ma ne gredit ket mont, me a yelo en ho plas, » a lavaras unan.

— « Heu !… » a respontas ar marichal, « n’on ket aonik, ha ne vin ket ».

Hag eñ dreist ar c’hleuz, hag a-dreuz ar roz war-du an ti satanazet.

— « Youc’houc’hou ! » a reas adarre ar vouezh war gorre an dorgenn.

Ar marichal a chomas a-sav, hep gouzout petra a oa ar gwellañ dezhañ ober : pe kenderc’hel da vont a-raok pe dont en-dro war e giz. Allas ! ne oa ket evit dont war e giz, pa ne vije bet nemet gant ar vezh.

A ! re hir eo bet e fri, ha kalz re hir e deod !…

Mes petra a oa du-se, el liorzh ? Ur c’houlaouenn a oa o parañ dindan ar gwez avaloù ! Ober a rae an dro d’an ti !

— « Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.

An dud war an hent a welas ivez ar goulou. Ober a rejont sin ar groaz evit bezañ diwallet eus ur gwalleur bennak.

— « Paour kaezh marichal ! » a lavaras ar Riou.

An holl draoù a oa trist, trist, en-dro dezho : ar parkeier, ar rozioù, koad Troboa, an