Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/117

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
116
AN TI SATANAZET

penn unan ker gwenn hag al loar a oa o sevel d’ar mare war gorre tour Pleiben.

Ur vaouez zoken a dostaas ouzh bord an hent evit ober un azez war al letonenn.

— « Aet on skuizh, » emezi.

Hi a oa aet skuizh, hag, en un taol, ar re all en em gavas skuizh ivez.

— « Chomit amañ ! » a lavaras ar marichal, « me a yelo va-unan da zilojañ Satanaz, ha da deurel dreist e benn al lerenn-mañ. »

Hag ar marichal a ziskouezas al lerenn en doa degaset gantañ hag a servije dezhañ, er c’hovel, da sevel treid ar c’hezeg evit o houarnañ.

— « Al lerenn-se, » emezañ, « a vo taolet dreist e benn, ha, gant al lerenn-se, e tegasin deoc’h Satanaz, marv pe vev. »

Rak ar marichal a grede dezhañ ne oa ket un den evitañ e parrez Lotei.

— « Mont a ran neuze, » a gendalc’has ar marichal, « ha pa rin : Youc’houc’hou ! neuze e vo bet lerennet choug Satanaz. »

— « Youc’houc’houc’houc’hou !… » a reas ur vouezh skiltr, e liorzh Karreg-al-Louarn.

— « Ur gaouenn ! »

— « N’eo ket ur gaouenn. »

— « N’eo ket un den. »

— « Labous an Ankoù an hini eo. »

— « Satanaz eo sur. »

— « O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. »

— « O ! ni a ya ganeoc’h. Petra ’raimp amañ,