Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/116

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
115
BODADEG VRAS E LANDREMEL…

re a gred en ho spered. Pa vo c’hoarvezet droug e vo re ziwezhat. Gwelloc’h eo deoc’h chom hep mont di. »

— « Mont a rin, pa lavaran deoc’h. Va-unan, va-unan, ha c’hoazh n’em eus ket aon. »

— « O ! neo ket an aon a vir ouzhimp da vont da Garreg-al-Louarn, » a respontas an holl, « mes gant Satanaz n’eus ket da c’hoari. »

En em glevout a rejont, evelato, da vont da Garreg-al-Louarn da zisatanazañ ti ar voereb Vari. Mont a raint di en ur vandenn ; ar Rioued, ar Pirioued, ar C’harioued, ar C’herrioued, ar C’horioued, ar Salioued ha kement hini all a oa o chom er vourc’h, ha n’en doa riou ebet en e anv.

Pa voe debret koan, eta, goroet ar saout ha kousket ar vugaligoù, paotred ha merc’hed Landremel a gemeras hent Karreg-al-Louarn. Kavout a rejont, e kement kroazhent, bandennadoù tud o c’hortoz anezho ha deuet da greskiñ o niver : paotred Pennarvern, Kerinkuf, Penn-Aod, Park-ar-Vur, ha kalz re all, deredet eus ar menez, eus an draonienn ha zoken eus an tu all d’ar stêr vras.

— « Ha ! ha ! bremaik e vo c’hoarzhadeg, » eme ar marichal, « bremaik e vo tapet Satanaz war e neizh. »

Tremenet ’oa Toull-ar-Broc’h gant ar vandenn ; edo Karreg-al-Louarn dirazo, uhel, uhel, war an duchenn. Neuze, dre ma tostaent, an dud a gerzhas goustadikoc’h-goustadikañ. E feson, e oa kroget ar spont e kalon meur a hini, ha ma vije bet deiz e vije bet gwelet e oa figur ouzh-