Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/115

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
114
AN TI SATANAZET

ar C’horiou, ar Piriou a oa en em glevet etrezo e ti ar Saliou, da vont da Garreg-al-Louarn, en noz-se, ha da reiñ e begement da Satanaz ha da grennañ dezhañ e c’hoant da zont da drubuilhañ repoz ar gristenion.

Ar marichal a lavare :

— « Eno n’eus Satanaz ebet ; Satanaz ebet, a lavaran deoc’h, pe, kentoc’h, daou Satanaz a zo eno : Job ha Lom eus Lanurgad. »

— « O ! Kement-se ! » a lavaras an holl dud, a oa deuet d’ar vodadeg.

— « Sur on, » a lavaras ar marichal. « Job ha Lom eo a vez oc’h ober bemnoz cholori, e Karreg-al-Louarn, evit lakaat o c’hrabanoù war destamant ar voereb kozh. »

— « Mes », eme unan, « kerent all a zo. »

— « Ya ! ya ! kerent all ez eus. Mes an daou louarn a zo en em glevet, ha fin int, dreist-ordinal. Bet int o klask korf Herri er stêr vras ; ar voereb a sino he zestamant evito ha goude… ya ! goude int a satanazo an ti evit ma varvo an hini gozh. Setu aze ar wirionez ; n’eus netra gwiroc’h. »

An holl a vousc’hoarzhas. Den ebet ne grede. Soñjal a raent :

— « Paour kaezh marichal ! Poazhet eo e empenn gant tan ar c’hovel ! »

Ar marichal a yae droug ennañ abalamour ne oa kredet gant den.

— « Mat ! » emezañ, « me a yelo, en noz-mañ, da Garreg-al-Louarn, ha me a ziskouezo deoc’h piv eo Satanaz pe n’on ket un den. »

— « Marichal, marichal, arabat deoc’h kaout