Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/119

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
118
AN TI SATANAZET

draonienn, ar stêr vras o voudal du-hont e skluz Penn-ar-Pont ha sklerijenn al loar war Garreg-al-Louarn.

Klask a raent gwelout, er roz, ar marichal o pignat d’an dorgenn, hag o vont da glask e varv. Ne welent marichal ebet.

— « Tremenet eo ar roz gantañ, marteze. » eme ar C’hariou.

Ar marichal ne oa ket tremenet ar roz gantañ c’hoazh. Azezet e oa er foz, o soñjal en ur bern traoù.

— « Bremaik, » eme ar Salioù « e vo amañ c’hwez ar rost bev. »