Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/97

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 93 )


Mæs bremàn pa zout qemeret
Assambles gant al lapoucet,
E zeo red e varfes ive
D’ar memeus maro evel-t-e.

Sans moral.


Ar gompagnunes a heuilfet
Ganti ive e partachet.
Leret dìn piou a frecantet,
Mèn laro dec’h piou e veet.


————


FABL 78.


Ar Berjer hac ar Bley.


Eur berjer bian er blazen
Gant e zènvet en eun dossen,
En devoa gred goap avoijo
Eus ar verjerien-all var dro,
O crial : roït zicour din
Rac emedi amàn ar bley !
Mæs pa voa sur en guirione,
Caer goulen zicour en devoe :
Tout o deveus-an bet lezet
Hac e c’haille crial êzet.

Sans moral.


Ne brofit qet cals ar gaouiat ;
Rac pa en deo lavaret mad
Ar voirione pur displiqet,
Gant den ebet ne vo credet :