Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/96

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 92 )
FABL 77.


Al Labourer hac ar Cigogn.


Eul labourer en e barco
En devoa stignet e lasso
Evit ma tapie lapoucet
O devoa e barc diframmet.
Ar gru hac an ouidi sauvach
A rê deàn cals a zomach.
Pa arruas ar gistion
E tapas ive ar cigogn.
Evel m’en em santas tapet,
E zreit eus al laçou staget,
Al labourer a bed ractal
Lezel anei da zortial ;
Ne voa nac ar gru nac ouat,
Mæs ar cigogn e c’hano mad ;
An douça hac an deboner
Eus oll lapoucet ar c’hartier,
Accustumet a ziagent
Da serviji mat e c’herent,
Hep james ho ambandoni
Entre ma pado ho c’hosni.
Al labourer, eus e c’hlevet,
A voe qaziamant touchet ;
Mæs ar c’hontrel e commanças
Da ober neuse eur min c’hoars.
Mèn voar an traou-ze, emezàn,
Hac ac’hanout a anvean ;