Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/95

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 91 )


Mar bent diblasset, er c’hontrel,
Demeus ho etat naturel,
E vefont oll dister ha fall,
Pa vefont pauzet en tu-all.
Eun amzer a so da zançzal ;
Rejouissa, canna, farçzal ;
Eun all a so da hirvoudi,
Gant an anqen huanadi.


————


FABL 76.


Ar C’has hac ar Razet.


Eur c’has cozêt hac êd da fall,
Impuissant da chasseal.
Al logot tout hac ar razet,
Oc’h anveout e voa falleed,
Ne baouezent d’en insulti ;
M’en em glemet bemde en ty.
Hac en hac o sonjal neuse,
En em sicour dre finesse ;
Ma en em goachas eun neubeut
El lec’h ma tastumet ar bleud ;
Ma tapas logot ha razet
Qement voa en em bresantet.

Sans moral.


Ar sans fablen, allegori
A zisque scler da bep-hini
E cleer an eil goech divoal
Eus dorn an dud vechant ha fall.