Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/94

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 90 )


Dre ze mar be profit ebet,
Dre flaud e vo acquizitet.


————


FABL 75.


Ar Pesqetaër.


Eur pesqetaër a gemeras
E fleut, e roed, ma partias.
En tal ar mor en em rentet,
Var eur pes douar azeet,
Araug commanç e nep fesson,
E commanç gant e fleut da zôn ;
E c’himajin credi parfet
E tapje muin eus a bescqet.
P’en deus guelet ze innutil,
E tol e roed er mor subtil.
Eun nombr bras en devoa tapet,
Pa chassas gantàn e filet.
Pa denne ’nê eus e roedjou
Ne cessent oc’h ober lammou.
Craouadurien zod, emezàn,
Pa voan en imor da ganàn
Ne voac’h qet contant da zançzal ;
Bremàn ne red nemet tripal.

Sans moral.


Ar fablen a zisquel anât
Qement a so o deus gras vad,
Gred en ho amzer ha sezon,
N’en deus netra tout direson.