Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/98

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 94 )


Dre ze eo ennes eur viç fall
Pa vezo eöm an dud-all.


————


FABL 79.


Ar Verienen hac ar Goulm.


Gant ar zec’het eur verienen
Da gaout eur feunteun e tisqen ;
Ha pa c’hoantez mont da effa,
Dre valeur enni o quea.
Eur goulm voa presant o velet,
Enno er voeen o zellet
Pehini voa a uûs an dour ;
Hac hi, o sonjal e zicour
Demeus an danjer-ze presset :
Ma torras eur brancq gant e beg ;
Lacqât anezàn da guea
Justamant en andret ma voa,
Hac evel ze deus an danjer
En em denn brao bras a affer.
Eur finot a lapoucetaër,
Gant e ardo evel al laër,
A stign e laç a re e goulm
En rezon da dapout ar goulm.
Ar verienen p’e deus guelet,
So ennàn manific croget.
Al lapoucetaër a zistro
Da zellet, ha lêz e laço.
Ar pichon neuse, effrayet
Gant an drouz, a so partiet