Qen qer ze an amourourdet
Evit plijout da zen ebet.
Adieu eta, ma c’hompagnon,
Pa giri da condition :
Cals guelloc’h e zeo ganèn-mèn
Chom ordinal em liberte.
Sans moral.
Beza mest en eun ty bian
A so guelloc’h ep lacât doan,
Ha dibri bara var ar mæs
Evit fricojo ar pales ;
Rac eno e voar o veva
Gant aon ha doetanç a bep tra :
Al liberte so bannizet
Demeus ar pales, assuret,
Ha dissimuli a so red
An injurio ve recevet.
————
FABL 46.
Ar C’hoff hac an Izily.
An dorn hac an troad avijo
Deus ar c’hoff ar re ho c’hlemo,
Abalamour an didalve
Ho gounideges a loncqe ;
Hac e c’hoantent ne c’houlje qet
En ep fesson beza maget.
Ar c’hoff a deu da zuplia
Diou pe deir goech da rei dezàn.