Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/63

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 59 )


An dorn a zalc’h perseveranç
Da revus dezàn e vevanç.
Ar c’hoff a gommanç da simplâd,
Nerf hac arterio da fallâd,
Ha finalamant e c’hoante
An dorn e zerviji neuse.
Mæs ne aille qet ober mad
Rac chomet voa re divezat :
Ar c’hoff voa diaccustumet
A deue da repous ar boed ;
Arter, nervenno dinerzet,
Pa voa ar c’hoff ive manqet.

Sans moral.


An dud so ive evel-ze ;
An eil a rencq caout egile,
Na n’en deus den var ar bed-màn
A alfe en em suffisa.
Ar re ê’n huella degre,
Ar pinvidica deus anê,
N’en deint qet c’hoas re assuret,
Hac o deus ezom mignonet.
Ar zicour gaër hac ar guella
Eo an nombr mignonet brassa.


————


FABL 47.


Ar Marmous hac al Louarn


Ar marmous eur vech a bede
Al louarn hac en suplie