Gant condition ne vije qet
Ennàn qement a gruëldet,
Ha ma teuje gant dilijanç
Da serviji a gonseqanç.
An accord gred evel-ze scler
Neuse e tistrojont en qêr.
O vont gant an ent qen joaus
E larent meur a dra farcus.
Pa voa an de eun tam sclerêd,
E voelas goug ar c’hy uzet,
Ma c’houlennas outàn neuse :
Perac out peillet er gis-ze ?
Arzal, eme ar c’hy, a ren
Atao eus an estranjourien :
Alies ar re anveet
A voa guenen intordiet ;
A voijo-all memeus cregi,
Pa ne blije ho fesson dìn.
Ar mest ne voa qet qement-ze
Avoalc’h demeus e volonte,
A deue neuse d’am pilat
Gant tolio bizier a dro vad,
Hac e re ouzin eun difen
N’em bije da lammat gant den,
Nemet seulamant d’al laëron
Ha d’ar bleizi a voir galon.
Dre ar voyenze gouneet,
E on douçoc’h en em gavet,
Hac ar sign-ze demeus ma foug
Eo en deus razet ma goug.
Ar bley, pa glevas qement-màn :
O ! ne brenin qet, emezàn,