Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/55

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 51 )


Ha da zougen, ha da gerzet,
E ornamant caër divoisqet,
D’eur chareter e voe goerzet.
Prest goude en guel an azen
Stag eus ar c’har gant eur gorden.
Aha ! compagnon, emezàn,
Pez acoutramant eo emàn ?
Pelec’h bremàn emedi ed
An dibr a poa-te alaouret ?
Pelec’h e man da voisqamant,
Ha da vrid caër bras lugernant ?
Deus ze, ma mignon, omp joaus,
Pa ve tapet an ourgouillus.

Sans moral.


Cals savet ebars er c’hargo,
Prosperite ha boneurio,
Gant an ourgouil a ve enne
Ne anveont den er c’hontre,
Ha memeus o deve cals poan
Eus en em anaout ho-unan.
Mæs d’ar re evrus e ve mad
Demeus ho chanch da evezât ;
Rac mar deu da zistrei en dro,
Qun en ho c’halon ho devo,
Pa voelfont pegen malevrus
E vo dê beza bed evrus ;
Beza mimprizet gant ar re
M’ho deus bet mimpris evite,
Ha goaped ive alies
Gant neb m’ho deus gred goaperes.