Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/56

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 52 )
FABL 41.


Ar C’haro.


Eur c’haro en em gontemple
En eur feunteun scler pa selle ;
Ma commansas meuli gant joa
Ar c’herniel brancqec en devoa.
Blam e zivoar a re ive ;
Moan ha tano en ho c’have.
A greis ma voa o contempli,
Evel-ze o consideri,
E c’haruas eur chasseer
Hac a leqez fin d’an affer.
Ma partias ep bea pell
Buannoc’h evit an avel.
Ar chas ive en heuille prest,
Hac èn o c’hantren er forest.
Er forest teo pa antreas
E zivoar neuse a veulas ;
E gerniel en deus tamallet
A voa caus ma voe qemeret.

Sans moral.


Ma clescqomp a volonte vad,
Ar pes a gleomp da gassâd
Hac ar pez a ra muya noaz
A blich alies davantach :
Dezirout cavet bonheurio
Araug goud a belec’h e vo ;
Goulen grandeur hac ar mado,
An excelanç, an enorio.