Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 50 )


Cazi ordinal d’an hini
A ve carget deus a avi.


————


FABL 40.


An Azen hac ar Marc’h


Eur marc’h pinvidic acoutret,
Varnezàn eun dibr alaouret,
Dre ar ruio e c’hourigne
Gant ar vigeur a gemere.
Var e ent en deus rancontret
Eun azen hac a voa sammet,
Hac a re deàn eun tam noaz,
Rac da redec en ampechas.
Neuse, o veza coleret,
E roign e vrid en deus laret :
Perac, didalve lourd avoalc’h,
E res ampechamant d’ar marc’h ?
Recul prest adren, e profit,
Pe mên a foulo gant ma zreid.
An otro’n azen ne grede
Lavaret gir eus egile,
A recule manific bras
Evit lezel gantàn ar plaç.
Or, ar marc’h a implijas tout
Evit redec e oll c’halloud.
Gant qement a ners e redas,
Dre fors qerzet en em c’hreuvas.
Inutil o veza bet êd