Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/53

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 49 )


Al louarn a deu d’en cavet,
A c’houl digantàn ar sujet.
Ar bley a gomprenas neuse
E voa o tailla finesse ;
Ne voa qet ar galant deut dy
Nemet evit gripa e brey.
Dre ze e ra seblant dezàn
E voa chomet eun tamic clàn ;
Ma voa evel-ze dalc’het mad,
Ne aille qet a labourat,
Hac e suplie anezàn
Pedi’n doueo evitàn.
Al louarn o vea fachet
O vêa n’en devoa gallet
A zont aben deus e affer,
A roas conseil d’ar berjer
Da vonet da gavern ar bley
Hac e tapje e inimi,
Ha pehini ne lacqe qet
A evez da veza tapet.
Ar berjer pront a bartias
D’er c’hombati, hac en lazas.
Al louarn a chomas otro
Ha d’ar c’havern, ha d’ar mado.
Mæs ar joa demeus e dorfet
A voe prest avoalc’h finisset :
Ar memeus berjer, goude-ze,
A eure e affer ive.

Sans moral.


Eun dra vil hac ive mezus
Hac alies pernicius,