Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/52

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 48 )
FABL 38.


Ar Sparfel hac an Eostic.


Ar sparfel a nije tostic
Evit ma tapje eun eostic.
O pourziou aneàn qen ten
E c’hantrejont er villajen :
O veza reir en em fouret
Gant eur paysant voe tapet.
Douçamant e ped aneàn
Ma en lezje da bartia.
Evellen en deus lavaret :
Mèn ne meus qet da offancet.

Sans moral.


Gant rezon e ve punisset
Ar re a ve en em forcet
Da noazout var an innosanç :
E ve mad o deffe droug-chanch.


————


FABL 39.


Ar Bley hac al Louarn.


Eur bley en devoa bed gred
Eur bourvizion vras a voed,
Evit eun tam mad a amzer,
Hac e voa neuse dibreder.