Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 16 )


M’en em servich deus a remed
Ar re n’ho deus galloud ebet ;
Da c’houzout da villiga an egl,
O sonjal venji e dorfet,
Evit ma queje varnezàn
An oll valeurio er bed-màn.
Qement e vo ar bras offancet
Pa ve an amitie blesset.
En amzer-ze e c’haruas
E red eur sacrifiço bras,
Pa voa d’ar c’houls-ze an amzer
D’an doueo er parcqeier ;
Hac an egl a laëras eur pes
Gant eur c’hlaoen ru en e does.
Mont a eure d’e nez gantàn
Pehini a voa sec’h ha scan.
Dre rezon ma nije buan
Soudennic e crogas an tan.
Ar ponsinet a sant ractal,
Mæs pa ne voint evit nijal,
Qen bras voe neuse ho glac’har
M’en em doljont var an douar.
Al leön ho diframas timad
Hac èn presant an egl ho zad.

Sans moral.


An ep a vancq d’an amitie,
A drompl ha drahis egile,
A ra eun dra a so fall bras
Hac a verit caout ontàn caz.
Falloc’h evitàn var ar bed
Ne oufac’h biqen da voelet.