Entre al leön hac an egl
E voa mignoniach parfet,
Hac e conclujont entreze
Chom an eil ental egile,
O zonjal ho c’hamourousdet
A vije guel antretenet.
Er voeen e ra an egl e nez
Hac al leön en toez an drez.
Eun deiz al leon a ye buan
Da glascq boed d’e loenet bian.
An egl a zisqen er c’havern,
A guev al leonet en eur bern ;
Ma tispen anez gant e veg,
Evit beva e bonsinet.
Al leon, pa voa fin d’e dro,
Guelet e vugale maro.
Ne aille qet en em venji
Demeus an egl e inimi :
Evit beza cri ha cruel
N’en devoa qet a ziou-asqel.