Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/146

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 142 )


Al laëron so antreet prest
Ebars e ty dre ar prenest
Ho deus casset treo gante.
En gommanças redec neuse.
Gant e eston, a greis redec,
E rancontr eun den en arret,
Pini deàn a lavaras :
O ! mestr an difinerien vras,
Te en em vel da lavaret
Ar pez a ve bet tremenet
En ty an eil hac egile,
Na ne ouzout qet evit ze
An treo a ve gret a fall
E ty da-unan gant re-all.

Sans moral.


Disqet eo demp dre ar fablen
Cals a dud a laca ho fenn
Gant ar re-all d’en em veli
D’ho c’hourija hac istrui,
Hac alies ne ellont qet
Mont dre al lec’h ma zeo gleet :
Reï an ent guella d’ar re-all
Ha qemeret an hini fall.


————


FABL 122.


Ar Paün hac al lapoucet.


Al lapoucet voa assamblet
Ma vije eur roue choaset.