En devoa deffaut a eun dra,
Ma c’houlen neuse digantàn
Hac int o devoa qemeret
Ar pez qig a gave mancqet.
An hini en devoa laëret
A doue gantàn ne voa qet,
Hac an hini gantàn ma voa
N’en devoa qemeret netra.
Ar c’heginer a anveas
Ho maliç, hac a lavaras :
Ma zrompla a ellet patant
Er fesson-ze gant ho sermant ; Trompla Doue ne ellet qet,
A voel qement oc'h eus dìn gred.
Sans moral.
An dud a ell en meur a c’his
Golo ha coach ho c’holl maliç, Ha trompla ho nessa ezet ;
Evit Doue ne dromplfont qet.
————
FABL 121.
An Difiner.
Eun difiner a lavare
Ho chach d’ar re a dremene ;
En em ambuz da laret tout
Qement a gleye arruout.
Mæs en em gaout a ra eun den
Hac en avertis evellen :