( 140 )
Evel pa vije enaouet
Pelloc’h o veza var ar bed.
Mæs ar maro en eun istant
D’e zaou-lagat en em brezant.
Diontàn en deus goulennet :
Petra oc’h eus c’hoant a ve gred ?
En a respont gant cals a nec’h :
Sicour da ad gouren ma bec’h.
Sans moral.
An den ordinal en deve
Inclination d’ar vue,
Memeus en creis an anvio,
Er boan, en afflictiono.
Cousgoude alies dre glemm
Ar maro a zeblant goulen.
Evit qement-ze e car guel
Chom en bue evit mervel,
Ha mar roër dezàn da choas
Ne vo qet an ancqo e voaz.
|
————
FABL 120.
Ar C’heginer ha daou Scolaër.
Daou scolaër en ty antreet,
Ar c’heginer voa occupet
Gant e afero domisticq.
Unan a laëras ur pez qig :
Ma ro anezàn d’egile.
Ar c’heginer a santas ze,
|