Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/143

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 139 )


Dre ze e roë avis scler
D’ho zroc’ha er c’henta amzer.
Mæs unan bennac eus anê
A lavaras dezàn neuse :
Ne pije qet conseillet, mest,
Paneverde da interest.

Sans moral.


Ma sell ar mechant, an trompler
E interest particulier,
D’e nessa pa roï avijo
Ne zezir qet dê profito.


————


FABL 119.


An Den coz.


Eun den ancien, oajet mad,
En eur mene o troc’ha coat,
Var e choug gantàn voa zammet :
Eur pennat an ent en deus gred.
Dreist ordinal en devoa nec’h ;
Scuiz hac accablet gant e vec’h.
E vemprou a voa scarnilet,
E groc’hen sec’het ha ridet,
Carget a oad hac a anvi,
Fall ha simplêt gant ar gozni.
Pa dol e vec’h var an douar,
Neuse e clemm hac e lavar,
O chaly var e oll souffranç,
Er maro e lacq esperanç,