Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/142

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 138 )


Mèn so miserabl, emezàn,
Caus ma-unan da gement-màn :
Guelloc’h vije din bea bed
Eur picur bian anduret
Hep bea bet qen dinatur,
Ha lipat mel gant plijadur
Evit ne voa bea cauzet
An droug en deus ar guenan gred.
Pa sonjen venji ha facha
Dìn ma-unan e bed goassa.


————


FABL 118.


Al Louarn hac e Gompagnunes.


Al louarn a voa tapet tost ;
Er filet e chommas e lost
Gant ar re-all nac en ho zoez
Ne grede mont, o cavet mez.
A la fin e qeo e reson
Ha gred e resolution
Da reï da gredi d’ar re-all
E voa ho lost eun defaut fall,
Hac e cleyent quitâd anê :
Neuse, dre voyen qement-ze,
E zefaut vije goloet,
Gant ar general engallet.
Ho assambli ra tro var dro
Hac e tisqueas ho losto :
N’ho c’have nac honest na coant,
Er c’hontrel traou emporneant