Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/141

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 137 )
FABL 117.


An Ours hac ar Goenan.


An naon a chacheas da vad
An ours emês demeus ar c’hoad.
Pa voa o clasq eun dra buan ;
E qeo coloenno goenan
En ent ; ma commanças neuse
Da lipat ar mel en dro dê.
Eur voenanen a apercevas
E scouarn dezàn a bicqas :
Ar goenan-all a voa couscqet,
Hi e-unan a rê ar c’het.
Goude qement-ze e lesas
An ours en eur mortel arach.
Er goloen d’en em repui
An ours a zonjas e zerri,
Ma c’himajin bea tennet
Reson d’ar injur recevet ;
Mæs neuse tout en eun istant
An oll goenan-all prontamant
A zorti assambles da vad
Hac en picqent betec ar goad,
Ho-unan vit en em venji
Pa en devoa torret ho zy.
Qement a ell an ours ober,
Er violanç eus e zouler,
E voa ar buanna mont quit,
Eo e voa ar guella profit.

8*