Ar paün en devoa credanç
Dre e blun caout ar breferanç.
Pep-hini ’nê dre gement-màn
A gommanç reï moez varnezàn.
Mæz unan prudant eus ho zoez,
Ive eus ar gompagnunes :
Mest, emeàn, roue pa vi,
Mar deu an egl d’hon attaqi,
Pa vide o ren curunet
Penaus vomp ganet divoallet ?
Sans moral
Dre ar fabl-màn eo disquelet
Eur gouarner, pa ve choazet,
Ne gleer qet demeus e vin,
Evit coant na brao beza din.
Guelloc’h eo evit apparanç
Ar furnes, courach ha prudanç.
————
FABL 123.
Ar C’higer hac ar C’hy.
Eur c’higer chomet zoezet
Gant eur c’hy prest e voe laeret :
Divar ar banc, hep reï da c’houd,
E cas gantan calon ar maout.
Ar c’higer, pa voa distroët,
Ar c’hy a voelas o vonet
Hac e oommanças da grial :
Laer, mèn ampecho eur vech-all