Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/132

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 128 )


O caout re a avaristet,
Hep moderation ebet
Pe heuil re bront ar volonte
Hep sellet petra deuï goude,
Na ne anveomp qet anat
Ne vemp atao re diveat.


————


FABL 109.


Ar Marmouz hac e zaou Vugel.


Ar marmouz, o caout daou vian,
Dreist ordinal carie unan,
Ha biqen james ne aille
Soufr a galon vad egile.
Ar favorizet a zanç mad
Merveillusamant ha lammat :
Ne voa bouffouneri ebet
Ne vent gantàn manific gred.
Eun devez e voa ep e bar
Gant e zotis, ma tor e c’har.
An tad neuse a arruas ;
Entre e ziou-vrec’h en pacas,
Ha gant ar glac’har an devoa,
Qen start e serras varneàn
Dre ze ar marmouz malevrus
A varo evel-ze truezus.

Sans moral.


Ar fablen-màn demp a zisque
Carante’n tad d’ar vugale