Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/131

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 127 )


Evit qement-ze ne voeler
E deffe bed nep sort danjer.

Sans moral.


Honnès so eur gompareson
A re demp guelet ar rezon
Demeus en oll inimiet
N’en deus hini bian ebet.


————


FABL 108.


An Ouädez hac e Mestr.


Eun ouädes voa a zeve
D’e mest eun oy a aour bemde ;
Ha cousgoude e voe qen foll,
Evit mont pinvic en eun toll,
E laza en deus comprenet,
O sonjal voa e c’hoff carget
Deus ar metal-ze pricius.
Pa voelas e voa malevrus,
E chommas eno estonet ;
Pa n’en devoa netra cavet.
En em ambandon d’ar regret
Ha da huanadi, tristêd,
Hac e rê neuse e glemmo,
O coll esperanç ha mado.

Sans moral.


An allegori-màn gleer
Da entent en daou sort manier.